Bezit a youl-vat evit Stampoù Breizh

Deuit ‘ta da vezañ a youl-vat evit Stampoù Breizh !

Darvoud fromusañ C’hoarioù Breizh vo Stampoù Breizh. Dalc’het e vo d’ar Sul 3 a viz Gouere goude merenn. 2000 reder a zo gortozet a-hed un hentad 13,5 km e Naoned. Tremen a raio ar rederien dre lec’hioù arouezel Naoned. Gouzout muioc’h diwar-benn an trail.

jeux-de-bretagne

Evit ma vefe un taol-kaer, ezhomm en deus Poellgor aozadur C’hoarioù Breizh 300 den a youl-vat. Neuze e gont warnoc’h !

Ho kefridiezh ? Goulennet e vo diganeoc’h bezañ war an hent gant t-shirt ar re a youl-vat hag ur Gwenn ha Du (a vo profet deoc’h) evit diskouez an hent d’ar rederien ha suraat an hent. D’an abretañ e krogit da 2e GM ha d’an diwezhatañ e vioc’h dieub da 5e GM.

Evel ma ouzit e vez degemerus ha plijus an darvoudoù e Breizh. Neuze e vo profet deoc’h ur banne goude an darvoud ! Gortoz a raio ac’hanoc’h an aozerien e Little Atlantic Brewery.

Evit bezañ e-touez an 300 den a youl-vat d’an 3 a viz Gouere, lakait hoc’h anv diouzhtu !