Digor eo enskrivadurioù da Stampoù Breizh ! D’an 3 a viz Gouere da 3e GM e vo loc’het Stampoù Breizh diouzh son ar bagadoù ar kelc’hioù gant Sonerion et Kenleur. Meur a 350 soner ha dañsour eus 5 korn Breizh ha 2000 reder a zo gortozet war bali an 50 Gouestlad. Eus bali Sant-Andrev betek bali Chantenay e dremen o ar rederien, ben hini gant lie e zepartamant, dre lec’hioù arouezel Naoned a-hed un hentad 13,5 km.
Titouroù talvoudus :
- Deiziad : Sul 3 a viz Gouere 2022
- Eurvezh al loc’hañ : 3e GM
- Hed : 13,5 km
- Adalek 18 vloaz
- Testeni mezeg pe aotreed dre ret da vare an enskrivadur
- Prizioù :
- Leun : 14 €
- Aotreed FFA : 12€
- Enskrivadurioù war Timepulse o klikaat war ar bouton amañ dindan
- An hent

T-shirt C’hoarioù kentañ Breizh a vo profet deoc’h. Gallout a rit dibab liv ho tepartamant (ul liv disheñvel evit bep 5 departamant mui ul liv evit mignoned Breizh).
Ur banne a vo profet deoc’h da vare an degouezh en ul lec’h plijus-kenañ : Little Atlantique Brewery.