
C’hoarioù Breizh kentañ a vo dalc’het e kreiz-kêr Naoned adalek ar 1añ betek an 10 a viz Gouere 2022. Muioc’h a 100 000 den a zo gortozet d’ar gouel dreistordinal-mañ. Kinniget e vo kenstrivadegoù sport (paledoù, sachañ war an tortis, bannañ ar voutellenn blouz, mell-droad ouezelek…) ouzhpenn darvoudoù sevenadurel (sonadegoù, festoù-noz, prezegennoù…).
Gant peseurt departamant ez aio ar maout ? Evit gouzout, deuit ‘ta e Naoned e lec’h e vo bodet Breizh e miz Gouere 2022.
Divoutin ha digoust e vo C’hoarioù Breizh. Dont a raio da vezañ emgav bras mignoned Breizh bep bloaz, sur ha n’eo ket marteze.
Raktresoù pennañ ar c’hoarioù kentañ
Stampoù Breizh d’an 3 a viz Gouere : un trail 13,5 km az aio kuit eus kreiz-kêr Naoned diouzh son ar bagadoù ar kelc’hioù keltiek !
Fest-noz e Kastell Duged Breizh d’ar Sadorn 9 a viz Gouere gant Annie Ebrel ha Nolùen Le Buhé, an daouad Pichard Vincendeau ha Kreiz Breizh Akademi #8.
Ur c’haraoke e brezhoneg ! Gant Georges Brassens pe Storlok, gant Manu Chao pe Angèle ha gant Jean-Luc Roudaut pe Abba deuit ‘ta da ganañ e brezhoneg !
Meur a kevezadegoù atalieroù deskiñ hag abadennoù diskouez initiations, démonstrations et compétitions sportives
Souezhadennoù dreistordinal
Dizoloit C’hoarioù Breizh dre video
Gant sikour hon c’hevelerien eo aozet C’hoarioù Breizh
