Sports athlétique

Eus Lesneven betek Klison, e vo digoret dibaboù C’hoario Breizh d’an holl, e miz Mae ha miz Even. Dalc’het e vo da-geñver darvoudoù ispisial e Breizh a-bezh.

Dibaboù a vo kinniget da-geñver krogadoù melldroad, a-raok ar match pe da vare an hanterenn, da skouer d’ar 7 a viz Mae 2023 da-geñver ar c’hrogad FC Lorient – Stade brestois.

Da vare an Hellfest, d’ar 15 betek an 18 a viz Even e Klison, e vo kinniget dibaboù ivez.

Deiziadoù ha lec’hioù an dibaboù

Sul 7 a viz Mae : stad Moustoir, An Oriant– FC Lorient – Stade Brestois
Sadorn 13 a viz Mae : Gouel Breizh, stad Beauregard, Roazhon
Gwener 19 a viz Mae : Gouel Anna Vreizh, Pornic
Sadorn 20 a viz Mae : stad Roudourou, Gwengamp– En avant Guingamp – FC Metz
Sul 28 a viz Mae : Gouel an Natur, Lesneven
Sul 28 a viz Mae : Pluvigner
Sadorn 3 a viz Even : Rostrenen
Sadorn 10 a viz Even : Pont-Aven
D’ar Yaou 15 betek ar Sul 18 a viz Even : Hellfest, Klison
Sadorn 24 a viz Even : Gallésie en fête, Monterfil

Enskrivadurioù war al lec’h, digoust